Lines Matching refs:pe

33 Da bep hini eo an holl wirioù ha frankizioù embannet en disklêriadur-mañ, hep ket a ziforc’h, a ouenn, a liv, a reizh, a yezh, a veno politikel pe a veno all, a orin broadel pe gevredigezhel, a leve, a c’hanedigezh pe a natur all.
35 Ouzhpenn-se ne vo graet diforc’h ebet hervez statud politikel, lezennel pe etrevroadel, arvro pe an dachenn-vro emañ an den dindan he lezenn, pe dizalc’h pe dindan verezeh e ve, diemren pe bevennet hec’h aotrouniezh en ur stumm bennak.
44 Ne vo lakaet den da c’houzañv ar jahinerezh, na doareoù pe kastizoù kriz ha didruez.
56 Den ebet ne vo harzet, bac’het pe harluet diouzh c’hoant.
64 2. Ne vo kondaonet den ebet en abeg da oberoù pe da nannoberoù ha ne oant ket felladennoù hervez ar gwir broadel pe etrevroadel d’ar mare ma oant c’hoarvezet. Den kennebeut ne vo barnet d’ur c’hastiz kreñvoc’h eget an hini a oa hervez al lezenn d’ar mare ma oa bet graet ar felladenn.
67 Den ebet ne vo emellet diouzh c’hoant en e vuhez prevez, e diegezh, e annez pe e lizhiri, ha ne vo ket stoket ouzh e enor nag ouzh e vrud. Pep hini en deus gwir da gaout gwarez digant al lezenn diouzh emelladennoù ha tagadennoù a seurt-se.
72 2. Pep den en deus gwir da guitaat ne vern pe vro, da guitaat e vro-eñ zoken ha da zont en-dro dezhi.
77 2. Ar gwir-mañ n’haller ket daveiñ dezhañ pa vez klask war un den gant gwir abeg evit torfedoù a genwir pe evit oberoù kontrol da balioù ha pennaennoù ar Broadoù-Unanet.
85 1. Gwir o deus ar wazed hag ar merc’hed adalek an oad da zimeziñ, ne vern o gouenn, o broadelezh, pe o relijion, da zimeziñ ha da sevel tiegezh. Gwirioù par zo dezho e-keñver an dimeziñ, e-pad ar briedelezh hag e-keñver an dibriediñ.
92 1. Pep den en deus gwir da vezañ perc’henn e-unan pe a-gevret gant tud all.
97 Pep den en deus gwir da gaout frankiz ar soñj, ar goustiañs hag ar relijion; er gwir-mañ emañ ivez ar frankiz da gemmañ e relijion pe e gredenn, hag ivez ar frankiz da ziskuliañ e relijion pe e gredenn, eunan pe a-stroll, dirak an holl pe en-prevez, dre ar c’helenn, an oberoù, an azeulerezh pe al liderezh.
100 Pep hini en deus gwir d’ar frankiz d’ober e veno ha d’en disklêriañ, da lavarout eo gwir da chom hep bezañ trubuilhet en abeg d’e vennozhioù, gwir da glask, da resev ha da skignañ keleier ha mennozhioù, dre n’eus forzh pe zoare disklêriañ, hep teurel pled ouzh an harzoù.
108 1. Pep hini en deus gwir da gemer perzh e gouarnerezh e vro, war-eeun pe dre hantererezh dileuridi dibabet hep gwaskerezh.
112 3. Youl ar bobl eo diazez aotrouniezh ar galloud publik; disklêriet e vo ar youl-se e dilennadegoù onest ha mareadek gant mouezhierezh an holl, dre baperennoù kuzh pe dre zoareoù mouezhiañ kevatal o tiogeliñ frankiz ar vouezhiadeg.
124 4. Pep den en deus gwir da sevel sindikadoù pe da emezelañ enno evit difenn e lazioù.
130 1. Pep den en deus gwir da gaout ul live-bevañ dereat evit e yec’hed, e aezamant ha hini e diegezh da lavarout eo: boued, dilhad, lojeiz, skoazell ar vezegiezh hag ar servijoù kevredigezhel zo ezhomm; gwir en deus ivez d’an diogelroez ma c’hoarvez dezhañ bezañ dilabour, klañv, mac’hagnet, instañvet, kozh, pe koll an tu da gaout peadra da vevañ en desped dezhañ.
132 2. Ar mammoù hag ar vugale o deus gwir da gaout harp ha skoazell dreist an holl. An hol vugale, ganet eus tud dimezet pe dizimez, o devo ar emmes gwares kevredigezhel.
137 2. Pal an deskadurezh eo diorren personelezh mab-den ha lakaat doujañ muioc’h gwirioù mab-den hag ar frankizioù diazez. Drezi e klaskor kreskiñ ar c’hengompren, an habaskted hag ar vignoniezh etre an holl vroadoù hag an holl strolladoù a ouenn pe a relijion disheñvel, hag ivez kas war-raok obererezh ar Broadoù-Unanet evit derc’hel ar peoc’h.
144 2. Pep den en deus gwir da gaout e lazioù speredel ha danvezel deuet diwar an oberennoù skiantel, lennegel pe arzel savet gantañ.
157 Pennad ebet eus an Disklêriadur-mañ ne c’hello bezañ komprenet evel pa rofe gwir d’ur Stad, d’ur strollad pe d’un den, da ober pe klask ober traoù abenn distrujañ ar gwirioù hag ar frankizioù embannet amañ.