Lines Matching refs:eo

7 –O vezañ ma’z eo war anaout an dellezegezh enstag ouzh holl izili an denelezh hag o gwirioù par ha diwerzhus eo diazezet ar frankiz, ar reizhded hag ar peoc’h,
9 –o vezañ ma’z eo war dizanaout ha dismegañsiñ gwirioù mab-den eo bet ganet an aktoù a varbariezh a sav koustiañs mab-den en o enep, ha ma’z eo bet embannet eo donedigezh ur bed a vo ennañ gant an dud frankiz da gomz ha da grediñ, dieubet ma vint diouzh ar spont hag an dienez, a zo mennad uhelañ mab-den,
11 –o vezañ ma’z eo ret-holl diwall gwirioù mabden gant reolenn al lezenn evit na vefe ket rediet an dud d’en em sevel ouzh an tirantegezh hag ar gwaskerezh da rekour diwezhañ,
13 –o vezañ ma’z eo ret-holl kas war-raok an darempredoù a vignoniezh etre ar broadoù,
15 –o vezañ ma’z eo bet embannet adarre er Garta gant pobloù ar Broadoù-Unanet o feiz e gwirioù diazez mab-den, e dellezegezh ha talvoudegezh mab-den, e parded ar baotred hag ar merc’hed en o gwirioù, ha ma’z eo bet disklêriet ganto e oant mennet da gas war-raok an diorroadur kevredigezhel ha da wellaat an aozioù-buhez en ur frankiz vrasoc’h,
17 -o vezañ ma’z eo bet gouestlet gant ar Stadoù-Ezel diogeliñ, gant kenlabour Aozadur ar Broadoù-Unanet, an doujañs hollvedel ha gwirion ouzh gwirioù mab-den hag ar frankizioù pennan,
19 –hago vezañ ma’z eo a bouez bras kengompren ar gwirioù hag ar frankizioù-mañ a-benn seveniñ ar gouestl,
30 Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirioù eo ganet an holl dud. Poell ha skiant zo dezho ha dleout a reont bevañ an eil gant egile en ur spered a genvreudeuriezh.
33 Da bep hini eo an holl wirioù ha frankizioù embannet en disklêriadur-mañ, hep ket a ziforc’h, a ouenn, a liv, a reizh, a yezh, a veno politikel pe a veno all, a orin broadel pe gevredigezhel, a leve, a c’hanedigezh pe a natur all.
47 Gwir pep hini eo e vefe anavezet e bersonelezh lezennel e pep lec’h.
50 Par eo an holl dirak al lezenn ha gwir o deus da vezañ diwallet ganti. Holl o deus gwir da vezañ diwallet heñvel diouzh kement gwallziforc’h a dorrfe an Disklêriadur-mañ ha diouzh kement tra a zegasfe seurt diforc’hioù.
62 1. Digablus eo kement den a zo tamallet dezhañ ur felladenn ken na vo prouet eo kablus hervez al lezenn en ur prosez digor d’an holl ma vo bet diogelet dezhañ an holl wareziou ret d’en em zifenn.
89 3. An tiegezh eo maen diazez naturel ar gevredigezh, ha gwir en deus da gaout gwarez ar gevredigezh hag ar Stad.
100 Pep hini en deus gwir d’ar frankiz d’ober e veno ha d’en disklêriañ, da lavarout eo gwir da chom hep bezañ trubuilhet en abeg d’e vennozhioù, gwir da glask, da resev ha da skignañ keleier ha mennozhioù, dre n’eus forzh pe zoare disklêriañ, hep teurel pled ouzh an harzoù.
112 3. Youl ar bobl eo diazez aotrouniezh ar galloud publik; disklêriet e vo ar youl-se e dilennadegoù onest ha mareadek gant mouezhierezh an holl, dre baperennoù kuzh pe dre zoareoù mouezhiañ kevatal o tiogeliñ frankiz ar vouezhiadeg.
130 1. Pep den en deus gwir da gaout ul live-bevañ dereat evit e yec’hed, e aezamant ha hini e diegezh da lavarout eo: boued, dilhad, lojeiz, skoazell ar vezegiezh hag ar servijoù kevredigezhel zo ezhomm; gwir en deus ivez d’an diogelroez ma c’hoarvez dezhañ bezañ dilabour, klañv, mac’hagnet, instañvet, kozh, pe koll an tu da gaout peadra da vevañ en desped dezhañ.
135 1. Pep den en deus gwir da gaout deskadurezh. Digoust e tle bezañ an deskadurezh, da vihanañ an deskadurezh kentañ ha diazez. Ret ha dleet eo ar gelennadurezh kentañ. D’an holl e tle bezañ kinniget ar gelennadurezh teknikel ha micherel, d’an holl e vo roet tu d’ober studioù uhel hervez o dellid.
137 2. Pal an deskadurezh eo diorren personelezh mab-den ha lakaat doujañ muioc’h gwirioù mab-den hag ar frankizioù diazez. Drezi e klaskor kreskiñ ar c’hengompren, an habaskted hag ar vignoniezh etre an holl vroadoù hag an holl strolladoù a ouenn pe a relijion disheñvel, hag ivez kas war-raok obererezh ar Broadoù-Unanet evit derc’hel ar peoc’h.