Lines Matching refs:al

11 –o vezañ ma’z eo ret-holl diwall gwirioù mabden gant reolenn al lezenn evit na vefe ket rediet an dud d’en em sevel ouzh an tirantegezh hag ar gwaskerezh da rekour diwezhañ,
50 Par eo an holl dirak al lezenn ha gwir o deus da vezañ diwallet ganti. Holl o deus gwir da vezañ diwallet heñvel diouzh kement gwallziforc’h a dorrfe an Disklêriadur-mañ ha diouzh kement tra a zegasfe seurt diforc’hioù.
53 Pep hini en deus gwir da gaout digoll gwirion dirak lezioù-barn broadel kenveliek evit oberoù o dije torret ar gwirioù diazez anavezet dezhañ gant ar Vonreizh pa al lezenn.
62 1. Digablus eo kement den a zo tamallet dezhañ ur felladenn ken na vo prouet eo kablus hervez al lezenn en ur prosez digor d’an holl ma vo bet diogelet dezhañ an holl wareziou ret d’en em zifenn.
64 2. Ne vo kondaonet den ebet en abeg da oberoù pe da nannoberoù ha ne oant ket felladennoù hervez ar gwir broadel pe etrevroadel d’ar mare ma oant c’hoarvezet. Den kennebeut ne vo barnet d’ur c’hastiz kreñvoc’h eget an hini a oa hervez al lezenn d’ar mare ma oa bet graet ar felladenn.
67 Den ebet ne vo emellet diouzh c’hoant en e vuhez prevez, e diegezh, e annez pe e lizhiri, ha ne vo ket stoket ouzh e enor nag ouzh e vrud. Pep hini en deus gwir da gaout gwarez digant al lezenn diouzh emelladennoù ha tagadennoù a seurt-se.
97 Pep den en deus gwir da gaout frankiz ar soñj, ar goustiañs hag ar relijion; er gwir-mañ emañ ivez ar frankiz da gemmañ e relijion pe e gredenn, hag ivez ar frankiz da ziskuliañ e relijion pe e gredenn, eunan pe a-stroll, dirak an holl pe en-prevez, dre ar c’helenn, an oberoù, an azeulerezh pe al liderezh.
110 2. Pep hini, par d’ar re al, en deus gwir da gaout kargoù publik en e vro.
118 1. Pep den en deus gwir da labourat, da zibab al labour a gar, da gaout aozioù labour reizh ha dereat, ha da vezañ gwarezet diouzh an dilabour.
150 1. Pep den en deus dleadoù e-keñver ar gevredigezh, al lec’h nemetañ ma c’hell peurziorren e bersonelezh en he frankiz.
152 2. En e wirioù hagen e frankiz ne c’hell pep hini bezañ bevennet nemet gant al lezenn ha nemet evit diogeliñ ma vo anavezet ha doujet gwirioù ha frankizioù ar re all hag evit klotañ gant ezhommoù reizh ar vuhezegezh, an urzh publik, hag aezamant an holl en ur gevredigezh demokratel.