Lines Matching refs:a

4 Embannet gant ar Broadou-Unanet d’an 10 a viz Kerzu 1948
9 –o vezañ ma’z eo war dizanaout ha dismegañsiñ gwirioù mab-den eo bet ganet an aktoù a varbariezh a sav koustiañs mab-den en o enep, ha ma’z eo bet embannet eo donedigezh ur bed a vo ennañ gant an dud frankiz da gomz ha da grediñ, dieubet ma vint diouzh ar spont hag an dienez, a zo mennad uhelañ mab-den,
13 –o vezañ ma’z eo ret-holl kas war-raok an darempredoù a vignoniezh etre ar broadoù,
19 –hago vezañ ma’z eo a bouez bras kengompren ar gwirioù hag ar frankizioù-mañ a-benn seveniñ ar gouestl,
30 Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirioù eo ganet an holl dud. Poell ha skiant zo dezho ha dleout a reont bevañ an eil gant egile en ur spered a genvreudeuriezh.
33 Da bep hini eo an holl wirioù ha frankizioù embannet en disklêriadur-mañ, hep ket a ziforc’h, a ouenn, a liv, a reizh, a yezh, a veno politikel pe a veno all, a orin broadel pe gevredigezhel, a leve, a c’hanedigezh pe a natur all.
38 Gwir a zo gant pep hini d’ar vuhez, d’ar frankiz, ha d’an diogelroez evitañ.
41 Ne vo dalc’het den er sklaverezh nag er sujidigezh; berzet e vo kement stumm a sklaverezh hag a werzhañ-sklaved.
50 Par eo an holl dirak al lezenn ha gwir o deus da vezañ diwallet ganti. Holl o deus gwir da vezañ diwallet heñvel diouzh kement gwallziforc’h a dorrfe an Disklêriadur-mañ ha diouzh kement tra a zegasfe seurt diforc’hioù.
59 Ur gwir par da hini ar re all a zo gant pep hini da vezañ klevet dirak an holl ha gant reizhded gant ul lez-varn dizalc’h ha neptu, dezhi da dermenañ e wirioù ha dleadoù hag an tamalloù graet dezhañ.
62 1. Digablus eo kement den a zo tamallet dezhañ ur felladenn ken na vo prouet eo kablus hervez al lezenn en ur prosez digor d’an holl ma vo bet diogelet dezhañ an holl wareziou ret d’en em zifenn.
64 2. Ne vo kondaonet den ebet en abeg da oberoù pe da nannoberoù ha ne oant ket felladennoù hervez ar gwir broadel pe etrevroadel d’ar mare ma oant c’hoarvezet. Den kennebeut ne vo barnet d’ur c’hastiz kreñvoc’h eget an hini a oa hervez al lezenn d’ar mare ma oa bet graet ar felladenn.
67 Den ebet ne vo emellet diouzh c’hoant en e vuhez prevez, e diegezh, e annez pe e lizhiri, ha ne vo ket stoket ouzh e enor nag ouzh e vrud. Pep hini en deus gwir da gaout gwarez digant al lezenn diouzh emelladennoù ha tagadennoù a seurt-se.
77 2. Ar gwir-mañ n’haller ket daveiñ dezhañ pa vez klask war un den gant gwir abeg evit torfedoù a genwir pe evit oberoù kontrol da balioù ha pennaennoù ar Broadoù-Unanet.
92 1. Pep den en deus gwir da vezañ perc’henn e-unan pe a-gevret gant tud all.
97 Pep den en deus gwir da gaout frankiz ar soñj, ar goustiañs hag ar relijion; er gwir-mañ emañ ivez ar frankiz da gemmañ e relijion pe e gredenn, hag ivez ar frankiz da ziskuliañ e relijion pe e gredenn, eunan pe a-stroll, dirak an holl pe en-prevez, dre ar c’helenn, an oberoù, an azeulerezh pe al liderezh.
115 Pep den, evel ezel eus ar gevredigezh, en deus gwir d’ar c’hedskor ha da gaout e walc’h eus ar gwirioù armerzhel, kevredigezhel ha sevenadurel en deus ezhomm evit e zellezegezh ha diorroadur dinask e bersonelezh a-drugarez d’ar strivadeg vroadel ha d’ar c’henlabour etrevroadel, en ur zerc’hel kont eus aozadur ha pinvidigezh ar vro.
118 1. Pep den en deus gwir da labourat, da zibab al labour a gar, da gaout aozioù labour reizh ha dereat, ha da vezañ gwarezet diouzh an dilabour.
122 3. An neb a labour en deus gwir da vezañ paeet reizh ha mat evit ma c’hellfe, eñ hag e diegezh, bevañ en un doare a zere ouzh dellezegezh mab-den, ha mar deo ret ouzhpenn, da gaout gwarez kevredigezhel dre hentoù all.
137 2. Pal an deskadurezh eo diorren personelezh mab-den ha lakaat doujañ muioc’h gwirioù mab-den hag ar frankizioù diazez. Drezi e klaskor kreskiñ ar c’hengompren, an habaskted hag ar vignoniezh etre an holl vroadoù hag an holl strolladoù a ouenn pe a relijion disheñvel, hag ivez kas war-raok obererezh ar Broadoù-Unanet evit derc’hel ar peoc’h.
139 3. An tadoù ha mammoù, da gentañ, o deus gwir da zibab an doare deskadurezh a vo roet d’o bugale.
142 1. Pep hini en deus gwir da gemer perzh evel a gar e buhez sevenadurel ar gumuniezh, da gaout dudi gant an arzoù, da gemer perzh en araokadeg ar skiantoù ha da gaout e lod eus ar madoù degaset ganti.
147 Pep hini en deus gwir e renfe un urzh kevredigezhel hag etrevroadel a c’hellfe bezañ peursevenet enni ar gwirioù ha frankizioù embannet en Disklêriadur-mañ.
154 3. Ar gwirioù ha frankizioù-mañ ne c’hellor, war zigarez ebet, ober ganto a-enep da balioù ha pennaennoù ar Broadoù-Unanet.